2. D’an eil mister e oe freuzet
E gorf zantel a doliou fouet.
Evit hon pec’hejou mezus
Ec’h andur eur boan ken euzus.
3.Eur gurunen spern war eben,
Etre e zaouarn eur gorzen,
Eur gos vantel endro dezan,
En drede mister a welan.
4. Jezus, er bevaret mister,
A douge Groaz dre ruiou ker,
Hag a gouez teir gwej d’an douar
O vont etrezeg ar C’halvar.
5. Er bempet mister, Mab Doue
A ro evidomp e vue :
Piou a vezo c’hoaz ken ingrad
Da offansi Jezus ken mad !
1. Er c’hentan mister glorius,
Kanomp meulodi da Jezus :
Zavet eo bet dimeus ar be,
Herve e gomz, goude tri de.
Diskan :
Ni ho salud, stereden vor
Mamda Zoue, leun a enor,
Gwerc’hes bepred, dor an Envou,
Chilaouet ouz hon pedenou.
2. Jezus en eil mister a c’hloar,
A deu da guitat an douar,
Zevel a ra d’ar Barados ;
Eno ema ouz hon gortos.
3. En drede mister me a wel
Er zâl war ben an Ebestel,
Ar Spered-Zantel o tisken
Da rei d’he nerz ha sklerijen.
4. D’ar bevaret mister, Mari,
E kreiz ar joa, ar veulodi,
Korf hag ine a zo douget
D’ar Barados gant an Elet.
5. D’ar bempet e oe kurunet
Mari hon Mam gant an Dreindet :
En Env breman, dirak Doue,
N’ankouao ket he bugale.
1. O Gwerc’hes Vari leun a drue,
Ho pezet envor, Me ho ped,
penoz biskoaz den en e vue
Na n-euz na gwelet na klevet
Ho pije lezet en abandon