Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —


2. O Mam dener, piou a laro
An ol douster euz hoc’h hano,
Mari.

3. Hano Jezus eo ar c’haeran,
Hano Mari eo an dousan,
Mari.

4. Mari zinifi Rouanes,
Itron, Stereden ha Mestres,
Mari.

5. Hag eun hano ken glorius
A oa dleet da Vam Jezus,
Mari.

6. Rak, mar d-eo Jezus hon Roue,
C’houi zo hon Rouanes ive,
Mari.

7. Jezus a zo gwir heol an den,
Ha c’houi a zo e stereden,
Mari.

8. Jezus ho Mab eo hon Otrou,
Ha c’houi Itron hon c’halonou,
Mari.

9. Itron ha n’e deuz ket he far,
Nag en Env na war an douar,
Mari.

10. Hoc’h hano zo dous d’hon genou,
Mes dousoc’h eo d’hon c’halonou,
Mari.

11. En eul lever petra glaskan,
Nemet hoc’h nano da gentan,
Mari.

12. Petra a fel d’in me klevet
Nemet hoc’h hano beniget,
Mari

13. Me hen meulo da c’houlou de,
D’an noz me hen meulo are,
Mari.