Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


14. Em foaniou me hen meulo c’hoaz,
Evit ma vo skanvoc’h ma c’hroaz,
Mari.

15. D’am c’honforti war ma maro
Na c’houlan nemet hoc’h hano,
Mari.

16. Pa vo zerret ma daoulagad,
Me zonjo em Mam dous ha mad,
Mari.

17. Pa vo dija ma zeod sklaset,
Em c’halon me laro bepred,
Mari.

18. Evurus mar gellan mervel
’N eur laret hoc’h hano zantel,
Mari.

(Levr Bugale Mari).




N° 45. — O ma Jezus pegen dous e.
War an ton N° 45.


1. O ma Jezus pegen dous e,
Epad an noz e-pad an de,
Ar zonjezon euz an ine
A gar Mari, Mam da Zoue !

2. Petra rei d’in an drouk-speret
Pa z-on gant Mari diouallet ?
Raktal ma klevo ma feden
He zroad a vruzuno e benn.

3. Ar c’hig, ar bed, a fel dezo
E stagfen ma c’halon outo :
Ma c’halon-me zo da Vari,
Pelzo ’m euz he roet dezi.

4. War ma maro na grenin tam,
Rak neuze me welo ma Mam
Etoues hec’h elet o tostad
Da zeri d’in ma daoulagad.

5. Karet, ol boblou, ma Itron,
Hag e oarfet koulz eveldon
Pegon eürus eo an ine
A gar Mari, Mam da Zoue.

K. G.