Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —


10. Evesat a ra bepret ha dreist peb tra d’an noz
Euz plegou fal e galon hag ar vignonet foz.

11. Na ve klevet euz e beurs koms dizonest ebet :
Dimeuz e zonjou zoken an drouk a ve skarzet.

12. Mar nem gav bugel Mari e mesk an dud estren.
Na n-euz ket mez ouz ar Groaz nag euz ar Fe gristen.

13. Heuill a ra lezen ar zui ha lezen ar gwener
Evel pa oa kreiz e vro gant e gerent er gêr.

14. Pa renfe hon Mam dener war ol he bugale
Brao a vefe d’imp bevan an eil gant egile !

15. En ti pa vemp oll bodet o laret hon Fater
Hon c’halon a lamp aman e kichen hec’h oter.

16. Er parkou pa labouromp e seblant d’imp are
E tosteit d’hon bizitan, o Mam a drugare.

17. Kement den war ho touar ve glac’haret pe glanv
Pa lak e fians enoc’h a gav e boaniou skanv.

18. Eürus neb a dremeno e vue pen-da-ben
E skeud ilis hon Itron, didan he c’hurunen !

19. Eürusoc’h neb a varvo o c’hervel anezi
Hag a vo beiet e gorf er veret, tal he zi!

20. Eno betek deiz ar varn na dous a vo kousket,
Vel eur c’hrouadur gant e vam ’n e gavel luskellet !

K. G.




N° 55. — Rouanes an Ilis.
War don : Grâce, grâce, suspends, N° 55.


1. Rouanes an Ilis, pried ar Speret-Zantel,
Mari, Mam da Jezus ha Mam an Ebestel,
Dre ma ’z-omp kristenien hag ive ho pugale,
Vit an Ilis hon Mam, kristenien hag ive ho pugale,
Vit an Ilis hon Mam, ni ho pedo hirie,