Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —


N° 58. — Ar Vam beniget.
Diskan, war don : Na n-euz ket e Breiz, N° 58.


Diskan.
Meulomp hon Zalver da vezan roet
D’an dud evit Mam e Vam beniget,
D’an dud evit Mam e Vam beniget.

Ton zosnek.
1. C’houi, o Gwerc’hes leun a c’hraz,
A zo dibec’h a viskoaz.
Ar re-al ol ve ganet,
Aboe Adam er pec’het :
C’houi o Gwerc’hes leun a c’hraz
A zo dibec’h a viskoaz.

2. Abred en Templ e teuet
Pel euz ar bed miliget :
Kuzet eno, hoc’h ine,
War gaerat a ie bemde.
Abred en Templ, etc.

3. Euz ar groage hini bet
Kouls eveldoc’h na zo bet :
Abek da ze ho Krouer
Evit e Vam ho kemer.
Euz ar groage, etc.

4. E Nazareth dianav,
C’houi gant Jezus enem gav :
War ar C’halvar ez oc’h c’hoaz
En e gichen, hars ar Groaz.
E Nazareth, etc.

5. C’houi zo breman Rouanes
War ar bed ol ha Mestres :
Dre ho taouarn ar grasou
A zisken euz an Envou.
C’houi zo breman, etc.

6. Mam galloudus dreist an ol
Harzet ouzimp d’enem gol :
Boaz oc’h pelzo da flastran
Didan ho treit pen Satan.
Mam galloudus, etc.

7. Hed hoa beaj, o Mam vad !
Reit d’imp an dorn da gerzat :
Ar bugelik hep e vam !
Da bep kamet a n-euz lam,
Hed hon beaj, etc.

K. G.