Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


N° 60. — Diskan ar Vretonet.
War don : O Marie, ô Mère chérie, N° 60.


Diskan.
Mam Doue, Rouanes Breiz-Izel,
Chilaouet euz an Env diskan ar Vretonet :
Kouls evel hon tud koz ni vo bete mervel
Da Jezus, da Vari bepret,
Kouls evel hon tud-koz ni vo bete mervel
Da Jezus, da Vari bepret,
Da Jezus, da Vari bepret !

1. Gant hon tud-koz dal ma oe zavet
Eun oter d’hon Zalver Jezus,
E-tal dezi e vije kavet
Oter e Vam drugarezus.

2. Pa zantent re boner ar vue,
Diganti e klaskent zikour,
Diganti e c’houlenent true
En o foaniou, en o labour.

3. Pa zone drant kloc’h he fardoniou,
Braz ha bian, leiz an henchou,
E tiredent euz an ol gèriou,
O kanan he meulodiou.