1. Zant Jozep, pried Mari,
Tad mager da Jezus,
Ni fell d’imp hoc’h enori,
Patron karantezus.
Zant Josep, pried Mari,
Tad mager da Jezus,
Ni fell d’imp hoc’h enori,
Patron karantezus.
2. Mirer choazet gant Doue,
D’he Vab ha d’ar Werc’hes,
Bet ec’h euz en ho pue
Anken ha levenes.
3. Evit digemer Jezus
N’ec’h euz na tan na ti ;
Mes ho kalon zo eürus
O tont d’hen adori.
4. Pa glask Herodes Jezus
D’hen lakat d’ar maro,
Gant pebes fe burzudus
Hen kaset da bel-bro !
5. Pebes poan ! epad tri de,
Jezus a zo kollet ;
Pebes joaüstet goude,
Jezus ec’h eus kavet !
6. Ho labour a n-euz maget
Ho krouer, Mab Doue,
En ho labour Mest ar bed
Ouzoc’h-hu o zente !
7. War an douar trubuillet,
En Envou war ho tron
C’houi zo galloudus meurbet
Ha tener a galon.
8. Jezus a bleg d’ho peden
Vel e Vam, ho pried :
Hastet eta d’in goulen
Ar c’hras ma vin zalvet.
9.Pa vin galvet gant Doue
Patron ar maro mad,
Deut, gant eun dom a drue
Zerret ma daoulagad.
10. Tost d’ac’h ha tost da Vari,
E-kichen tron Jezus,
Neuze me iei d’ho meuli,
O ma Fatron eürus.
T. R.
Diskan.
Ninjet, ninjet, ni ho ped elet eürus,
Trezek lein Barados Doue,
Douget bete Tad mager Jezus
Hon feden hag hon c’harante,