Hon feden hag hon c’harante.
1. Zant braz, veldomp ol war an douar,
Alies e skuillec’h daerou ;
En Env breman pel euz peb glac’har
N’ankouaët ket hon trubuillou.
2. Ho torn zo leun a binvidiges,
Jezus-Krist d’ac’h a n-euz roet
Ar garg da ziskuill e vadeles
D’an dud er bed-man divroet.
3. Gwejal ec’h euz bet hen diouallet
Ouz skilfou eur roue treïtour ;
Neuze genac’h ec’h euz hen maget
’N ho ti, dre boaniou ha labour.
4. Peb gwej ho prec’h-hu hen baleas
Dre barkou al labourerien !
Ped gwej ho torn dezan a vedas
Bleun-roz pe lili an draouien !
5. Ouzimp bezet ive truezus,
Ni zo fal ha diners meurbet...
Gret d’imp evel ma rec’h da Jezus,
Pa oe genac’h e Nazareth.
K. G.
Kanomp ol meulodi
Da Jozep, pried Mari. bis.
1. Piou a hello ho meuli.
Zant Jozep evurus,
Tad mager da Jezus,
Pried d’ar Werc’hes Vari ?