Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —


2. An hini a oe spontet
Pa zeuas en he zi
Eun èl d’he zaludi
Ho kemeras da bried.

3. War ho tivrec’h beniget
Ec’h euz douget Jezus,
War ho kalon joaüs
Ped gwej en deuz-han kousket !

4. Roue an ol rouanet
Ouzoc’h-hu a zente ;
Ha gwir Vab ho Toue
Genac’h a zo bet maget.

5. An Doue ol-galloudus,
Didan ho ti kuzet,
En deuz ho sikouret
En o labouriou poanius.

6. Bet ec’h euz en ho pue,
Ziouas ! kalz a boaniou :
Mes pa skuillec’h daërou,
Dorn Jezus o dizec’he.

7. Ha pa zeujoc’h da guitad
Eur bed ankenius,
Gant Mari ha Jezus
Oe zerret ho taoulagad.

8. Dreist ar zent hag an elet,
Tre Mari ha Jezus ;
War eun tron lugernus,
C’houi a zo breman zavet.

9. Troet eta ho seliou
Ouzomp ho pugale,
Ha bete tron Doue
Plijet kas hon fedenou.

10. O zant braz, evidon-me
Eur c’hras a c’houlenan
Deut em heur divezun
Da zigemer ma ine.

11. O ma zad karantezus,
Gret ma tei ho pugel
Eveldoc’h da vervel
Etre Mari ha Jesus.

12. Josep, Mari ha Jezus,
Bezet genin bepret :
Ra varvin ’n eur laret
Hoc’h hanoiou dudius !

13. Goude-ze, en ho kichen,
En Envou azeet,
Gant ar zent hag elet
Me ho meulo da viken.

(Daou-ugent de induljans abeurs an O. Eskop a Z.-Briek).

Tennet euz Levr Bugale Mari.




N° 71. — O zant Jozep, ni ho stupli.
War don : Bosen Elliant hag Evnig a gan er c’hoat, N° 71.


Diskan.
O zant Josep, ni ho suppli,
En hano Jezus ha Mari,
Douget hon peden da Zoue,
Ha zikouret ho pugale.

1. Eveldoc’h ni garfe miret
Lezen Doue e kreiz ar bed,