Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —


4. Ouz Abraham e Mambre liez o deuz komzet,
Gant Moïzez en dezert pell o deuz baleet,
Tridet o deuz pa gane David ha Zalomon,
Ha pa c’harme Jeremi war lein mene Sion.

5. Eun El a zisrevelaz d’ar profet Daniel
Pegouls e tlee Jezuz ha genel ha mervel,
Eun El a c’henchaz Tobi euz Niniv da Rajez ;
Isaï hag Eliaz a veve en o zouez.

6. Pa oe ganet hon Zalver, uz d’e graou, pad an noz,
O moeziou flour a zone zoniou ar Baradoz :
Pare kement a vurzud e pep lec’h hen c’heuillent,
Pa varvaz, war ar C’halvar, tal e groaz e klemment.

7. He lemmaz ar men poner a stoufe war e ve,
A stravillaz ar goardou pere hen diouale ;
Epad ma pigne d’an Env beteg e dron uc’hel,
Daou El a zisc’hlac’hare kalon an ebestel.

8. Uz d’an Iliz katolik e ninjont a vanden,
Er peoc’h evit he miret, er brezel d’he difen :
Iudal a ra warnezi Satan hag ar re fal ;
Harpet mad eo a belzo, n’heller ket he finval.

9. An dud varo deiz ar varn ganthe a vo galvet,
Hag e traouien Jozaphat a bep tu dastumet :
He stlapo kreiz an ifern diaoulou ha re-daonet.
He dougo d’ar Baradoz ar gristenien zalvet.

10. Neb a gar a zo karet : neb a bed, zikouret ;
N’euz nikun war an douar hep eun El d’e viret :
C’heuillomp e ali bepret, hep ober poan d’ezan,
Hag er Baradoz ive e vimp eüruz ganthan. Amen.

K. G.




N° 75. — Peden d’an El-mad.
War an ton N° 75.


Diskan.
Me oar e chomet noz ha de
Em c’hichen leun a ga-