Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




KENVREURIEZ BREIZ-IZEL.


————


—o Eur galon, eur iez, eur feiz. o—


Ann 31 a viz Eost diveza, al lizer a zo amàn warlerc’h a zo bet kaset d’eunn niver braz a dud wisiek euz a Vreiz ; hag holl ho deuz digemeret mat ar mennoziou a zo ebarz. Hogen o veza ma oat en em gemeret re zivezat da rei kelou eus ar pez a oa c’hoant da ober, bez a zo ha n’ho deuz ket gallet dont, kouskoude ann darn vuian a zo bet hast vraz war-n-ez-ho da zigas d’eomp lizeriou kaer, ken e gallek, ken e brezonek, ha karout a rajer ho lakaat holl aman. O veza n’hen heller ket, plijet gant-ho kavout mad e larfemp eunn draik hennak da vihana euz ar pez ho deuz skrivet d’e-omp.