Breizad ha Kristen me a vo,
Kristen, Breizad, bete ’r maro !
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in boet ha dillad,
Evel d’al labousik bihan
Epad ann hanv d’hec’h-hu a gann.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
N’ alfen ket hoc’h ankounac’haat,
Roet ho c’heuz d’in eun ene,
Evit ho karout, ma Doue !
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gwelet rann gant ma daoulagad,
Ann héol, al loar hag ar stered,
Hag ann traou kaer hoc’h euz krouet.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in mignoned er-vad,
Kerloc’h[1], Daniel[2], an Eskop Gwen[3],
Karis[4], pevar zant, pevar den.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gan-hec’h eo bet harpet ma zroad,
Hag aliez oc’h deut d’am difen
Ha d’am derc’hel enn ho lezen.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Bet em beuz, ’vel-d-hoc’h, kalonad ;
Neuze me goueze d’ann daoulin,
C’houi, ma Doue, zelle ouz-in !