Em c’hosni me garfe gwelet
Meuli ar Werc’hez venniget,
Gant braz, gant paour, gant pinvidik,
E kement ti zo ’nn Armorik.
Gwelet euruz a-rok mervel,
Kement den zo e Breiz-Izel ;
Gwelet e zeo Doue karet
E kement bro a zo er bed.
Em c’hosni me garfe gwelet
E ve tud Breiz anavezet
Vit tud a feiz, kalonek, leal,
Evel ar zent ho zud gwechall.
Me garfe gwelet Breiziz holl
O vont da bardon Remengol,
Da Wemgam, Rosdren ha Bulat
D’ar Ieodet ha da Gelou-Mad.
Gwelet Breiz, bro ma zadou koz
War ann douar eur baradoz,
Eur baradoz roet gant Doue
Da c’hortoz Baradoz ann Ee.
Peoc’h, levenez d’ann dudou kez
Etre ’nn holl e Breiz karantez ;
Ar paour karet gant pinvidik,
Ar pinvidik gant reuzeudik.
Em c’hosni me garfe gwelet
Baniel ar Feiz, ar Vretoned,
Savet war ann touriou huel,
Ha war meneiou Breiz-Izel ;