Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —


Setu aman al lizer a zo bet kaset enn dro :

KENVREUDEUR KEZ,

Digwet eo ann amzer ma tleomp en em glask, hag en em zastumm holl evit en em anaveout gwelloc’h, en em garout hag en em glevet evit mad ar vro hag hon iez koz ar brezonek. Red eo ma wezo pep hini en pep korn Breiz-Izel ha bro C’hall ive n’omp ket maro c’hoaz, evel a lavar kalz, hag ez omp beo-buezek ha beo ive enn hon touez spered ha skiant hon tado koz.

En em glevomp eta, en em garomp ha bezomp unan holl, ha marteze Breiz-Izel a raio c’hoaz komz anezhi.

Neuz netra falloc’h evit en em zerc’hell bepred pell ann eil euz egile o veza n’en em anaveer ket. A hent-all, oc’h en em zerc’hell pep hini en he gear, dibot eo ma reer eunn dra bennag a vad, evel pa en em weler aliez, pa en em gelenner a galon vad, pa en em garer enn eur ger. Gwad eur Breton a dle en em domma diouz gwad eur Breton all, hag holl e tleomp en em harpa evel gwir vreudeur, evit mad pep hini hag an holl, a dreist pep tra, evit enor ha mad ar vro hag hor iez koz ar Brezonnek.

Gwella zo da ober breman evit kement-se eo en em zastumm eur wech ann amzer — eur wech ar bloaz, — ma ve kavet mad, — enn eur gear bennag a Vreiz-Izel, evit en em welet, serri a galon dorn pep hini, en em anaout, en em garout, en em glevet war gement a zell ouz mad ar iez, hag hor bro Breiz. Goudeze kana pep hini he werz pe he zon ha neuze