Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


Maro ann tad, ann daou zen iaouank-ma, (ar map en devoa triouac’h vloaz hag ar verc'h seitek), o veza ma en em garent e gwirionez, n’ho devoe ket a boan o choum ann eil gant egile.

A-hent all, danvez a-walc’h ho doa ivez evit beva enn ho eaz. Setu ma voant euruz. Ann dra-ma ne badaz ket pell : ann denn, pa vez ann eurusa War ann douar, a rank dont d’en em zieza gant eunn dra pe eunn all-bennag. A-benn eur pennad, Herri skuiz o choum atao er gear, en em daolaz da vont da chaseal, ha dibaot deiz a c’houlaoue, ne veze er gear nemet dioc’h ann noz evit dibri he goan ha mont d’he wele. Antronoz e veze war wale kerkent hag a-raok an deiz adarre. Setu a voa he vuez brema. He c’hoar eunn dervez a lavaraz d’ezhan : — « Ne rez ket mad, va breur ; eur weach enn amzer ne lavarann ket e ve fall d’id mont da ober eunn dro da aveli da benn ; hogen, beza atao o redek dindan ann amzer, o terri da gorf evit netra, ne gavann ket e ve fur d’id. Ouspenn zo c’hoaz, e-pad ma vezez er meaz evel-se e c’hell tud a bep seurt dont ama da ober drouk, hep na venn-me va-unan evit miret tamm out-ho. Bez’ e tlefez eta dont enn-oud da unan ha derc’hel atao d’ar pez en deuz lavaret d'e-omp hon tad, truez Doue oud he ene ! » —

Ar c’homzou-man ha re all c’hoaz a lavaraz Enori d’he breur a c’hounezaz war he-man a-zeiz da-zeiz. Gwelet ervad a rea ne lavare he c’hoar d’ezhan ar pez a rea nemet evit he vad. Setu eta ma choumaz krenn hep mont mui euz ar gear.

O choum evel-se bemdez evel eur c’hi stag, ann den iaouank, ma ne voe ket pell evit dont adarre da enoui ; ne c’houie petra da ober euz he gorf hag euz he spered. C’hoant a deuaz d’ezhan enn eunn taol da vont da vale bro ha lavaret a ra he froudenn d’he c’hoar. Hou-man a ouel hag a lavar d’ezhan adarre petra voa bet d’ezho gourc’hemenn ho zad a-raok mervel. — « Ia, eme ar paotr iaouank, gwir a leverez, Enori ;