Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —

kimiada ann eil diouz egile evel breudeur, o lavaret : Kenavo bloaz, breur ker !

E meur a leac’h e weler ober-se ; evel-se a ra hor breudeur euz ann tu-all d’ar mor. Greomp evel-d-ho, pedomp spered hon tadou koz da veza gan-e-omp bepred, pedomp Doue ive ma teuio pep tra da vad.

Pa vezimp holl dastummet evit ar wech kenta en em glefomp war ann holl draou-ze ha war galz a draou all ne gomzomp ket anezhe aman. Ne c’houlennomp enn hon touez nemet gwir Vretonet, a gomz pe a skriv iez ho bro hag a gar anezhi evel ho mamm.

An 31 a viz Eost 1869, e pedomp ac’hanoc’h da en em gavout enn kear Montroulez evit en em glevet etre-z-omp ha klask ann tu da ober eur Vreuriez Breiz-Izel krenv ha paduz ; starda dorn pep mignon a vo gret eno, komz brezonek ha kana.

Ha goude kimiada, mignoned holl o lavaret ;

Kenavo da vloaz !

E Montroulez, ann 14 a viz Eost 1869.

Ar Iann ; — G. Milin ; — Ann Huel ; — Proux ; — J.-P.-M. Ar Skour.


————