Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

« Gwel a-ze ! eme ar prins, ma ne deuz netra o tieza ac’hanoc’h, rak eur boan hag eur c’hlac’har vraz e ve d’in rankout beza pell diouz-hoc’h ; ne venn birviken evit ho tilezel. » —

Paotr Breiz a c’houie er-vad e voa gwir a lavare ar prins, ha pegement-bennag ma voa euruz gant-han, e kave diez choum eno ha lezel he c’hoar he-unan ; ne zizonje ket a nezhi na noz, na deiz, ha dre ma tize kaout hed he c’har, e rede d’he gampr da zellet oud he fatrom. Ar prins iaouank, o welet e voa eunn dra-bennag war spered he vignoun ha ne grede ket lavaret petra voa, a lakeaz evez piz hag a anavezaz e tlie eunn dra-bennag a vraz beza o c’hoari gant-han. Pep tro ma’z ea Herri d’he gampr, ar prins, pa zistroe, a lavare d’ezhan : — « C’houi a zo bet pell ! petra eo d’e-hoc’h mont ken aliez-all diouz-in ? » — Paotr Breiz a wel er-vad brema e vezo diez d’ezhan distrei da welet he c’hoar hag ann draze, pa zonje, a greske he zoan. Klemm, ouela hag hirvoudi a rea bemnoz gwasoc’h-gwaz enn he gampr, dirak skouer he c’hoar. Eunn dervez, ar prins a glevaz anezhan adarre hag a falvezaz d’ezhan gouzout petra a c’hoarie gant he vignoun. Marteze, eme-z-han, ez eo klanv ha ne gred ket lavaret d’in. Red eo gwelet ; hag hen ha mont ; ne d-eaz ket pell, rak en em gavet e-kichen ann nor, e rankaz choum eno, prennet hag alc’houezet e voa enn diabarz. Antronoz, kenta a c’heure a voe goulenn oud paotr Breiz : — « Va mignoun, eme-z-han, eunn dra-bennag a zo hag a guzit ouz-in, ha ma n’ho pije ket prennet ho tor, em bije gwezet. Deac’h da noz e klevjounn ac’hanoc’h, ha ne d-eo ket ar weach kenta, eo d’in, o klemm kement hag eur Vadalen. Mar d-oc’h klanv pe mar ho peuz anken, lavarit, ha mar gellann me a raio eur vad-bennag evid-hoc’h. N’eo ket brao tamm e-bed e kusfac’h ouz-in ar pez a zo war ho kaloun : gouzoud er-vad a rit e karann ac’hanoc’h kement, ne ve netra hag a virfe ouz-in da ober vad de-oc’h, ma ve gouezet petra eo. » —