zo bet diskiant a-walc’h evit mont euz ar gear, ha brema pell a zo e klevann bemnoz mouez va zad ha va c’hoar o rebech d’in ez ounn digaloun. Va c’hoar a garann hag am beuz karet hed ar weach, ha pa’z ounn bet eat diout-hi, ne gredenn ket e vijenn eat keid all, na choumet ker pell hep distrei d’he gwelet. Ne c’houzounn ket brema, siouaz d’in ! pe ez eo iac’h pe glanv, beo pe varo, ha ma ve ho madelez lezel ac’hanoun da vont, ez afenn buan d’he c’haout. » — « N’ho peuz netra gwelloc’h da ober ha ma karjac’h e vijec’h bet eat pell a zo, beza lavaret d’in diwar-benn petra ho poa doan. Kit eta buhana ha ma c’helloc’h ; setu arc’hant d’e-hoc’h da vont ha da zistrei ama gant-hi, rak klevit er-vad : mar d-eo ho c’hoar hevel oc’h ar patrom-ma, me a zimezo gant-hi, pe n’am bezo pried e-bed. » — « Ar patrom-ze, eme baotr Breiz, a zo hevel a-walc’h oud va c’hoar, petra-bennag n’en deuz nemet eur skeud euz he gened ; va c’hoar Enori a zo eunn tamm brao kaeroc’h, ha pa ho peuz c’hoant e teufe ama da zimezi gan-e-hoc’h, e teuio, mar fell d’ezhi dont ; ma ne fell ket d’ezhi a-vad, gwaz a ze ! ha mar choum er gear me a choumo ivez gant-hi, ne c’houfenn ket lavaret gwelloc’h d’e-hoc’h, prins. » — « Mad ! mad ! eme ar prins, kit atao, ha digasit kemenn d’in, mar choum er gear. Mar teu a-vad, deut enn he raok ama, evit ma ’z inn gan-e-hoc’h da zigemeret anezhi, pa en em gavo. » — « A zo mad, eme baotr Breiz, kenavezo neuze, aotrou ! » — « Kenavezo, eme ar prins, ha kefridi vad ! Arabad eo, me ho ped, dale da zigas eur c’helou pe gelou d’in ! » — « Bez ho pezo, bezit heb aoun, kenavezo eta ha iec’hed ! » — Ha paotr Breiz enn hent etrezek ar gear.