Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

ne c’houie ket penaoz e voa deut. Gant ar gouli-ze ne c’helle bale, nemet dre galz a boan ha diwar-bouez flac’hou ; he nerz a iea digant-han a zeiz-da-zeiz hag o welet edo ar maro tost d’he zeuliou, e lavaraz eunn dervez da vap ar roue : — « Brema me ne d-ounn mad mui da netra e-bed evid-hoc’h ; gwella a c’houfac’h eta da ober eo lezel ac’hanoun da vont da vervel el leac’h ma karo Doue va c’has. Mar kavfenn eul leac’h distro a-walc’h ha ne ve darempredet gant den, di e karfenn gwella mont da choum ha da denna va huanad diveza. » —

« Mar ho peuz c’hoant, eme ar prins iaouank gant truez out han, pa fell d’e-hoc’h mont dioud ann dud, kit teir leo ac’ha nen, en eur c’hoad am beuz-me eno ; ne gredann ket ez afe di den e-bed d’ho kaout ; eno e c’helloc’h mont bemdez da loja enn eur c’hos chapel a zo e-kreiz ar c’hoad, evit gallout en em c’houdoria dioc’h ar gwall-amzer hag em ziwall dioud al loened gouez hag ar re fall, mar teufe d’ezho klask ober drouk d’e-hoc’h. » — « Bennoz Doue, prins mad, eme ann denn iaouank, evit ar vadelez ho peuz em c’hever ; mont a rann d’al leac’h a lavarit, kenavezo evit mad, eme-z-han, rak dibaot eo ec’h en em welfemp ken ! » — « Marteze, eme ar prins mad, c’hoant d’ezhan c’hoaz da zizoania kaloun ann hini a voa bet he vignoun, hag a garie atao ; nemet Doue, den ne c’hoar petra a zo da c’hoarvezout gant pep-hini ac’hanomp. »

Goude kimiada dioc’h ar prins enn eur ouela, Herri a ia ac’hano gant kalz a boan e-trezek ar c’hoad a voa bet lavaret d’ezhan. En em gavet eno a-benn ar pardaez, ha skuiz maro gant ar pennad-bale en devoa great, ez eaz dioc’h-tu d’ar chapel hag ec’h azezaz eno war eur mean, enn eur ouela gwalc’h he galoun hag o lavaret : — « Ker ien hag ar mean-ma eo ar bed evid-oun hiviziken ; va zad, vâ mamm a zo maro ha va c’hoar ivez siouaz! Ha petra a rinn-me dre ama ? Gwell eo d’in mervel ha mall eo d’in mont da gaout ar re am beuz karet hag ho deuz karet ac’hanoun. » — Trei a rea ann