deujounn enn-oun va-unan adarre. Neuze, o sellet enn dro d’in e weljounn ez edounn enn eur c’hastel kristal ker kaer, ne ve den war an douar evit kredi pegement e lugerne kement tra a voa ebarz. Ne welenn enn-han a bep tu nemet aour hag arc’hant. Em c’hichen e voa eur c’hrek kaer ha koant ivez ; hi a lavaraz d’in : — « N’ho pezet aoun e-bed, me am beuz saveteet ac’hanoc’h euz ar mor, goude ma’z oc’h bet taolet ebarz gant ho magerez hag he merc’h : me eo am beuz digaset ac’hanoc’h ama ; gleb e voa ho tillad, me am beuz tennet anezho diwar ho tro ha goude sec’ha ho korf paour a grene gant ar riou, em beuz astennet ac’hanoc’h aze war blunv gwenn ann alarc’h mor ; digan-en me ivez eo ho peuz bet al louzou en deuz ho tigaset enn-hoc’h hoc’h unan, ha brema e choumoc’h gan-en da ober al louzeier a rann gant ar geod mor a zastumann ; ne d-eus ket gwelloc’h evit-ho, eme-z-hi, da barea dioc’h pep seurt klenvejou ; n’ho pezet ket aoun eta, ama e vezoc’h euruz. Arabat eo de-hoc’h avad klask mont ac’han, rak ne d-afac’h ket a-bell hep beza beuzet ; bez’ emaoc’h ama enn eul lez kristal a zo daouzek kant gourrad dindan ar mor. A-zioud al lez-ma zo eunn ene zenn ha di ez ann va-unan ker buan ha lavaret hag evel ma karann, e labouz pe e pesk, da barea gouliou ar re am c’har hag a garann. Va hano-me a zo Morgan, ha mar fell d’e-hoc’h choum ama a galoun vad gan-en, me a zesko d’e-hoc’h ann nerz ho deuz da ober drouk pe vad kement louzaouenn a zo er mor ha war ann douar ; ne deuz netra na c’houzounn ; ne deuz gouli na klenved na barefenn ; va galloud a diz tro-war dro d’ar bed, eun env hep-ken ne c’hellann netra. Pa ho pezo tremenet dek vloaz o teski bemdez eun dra-bennag a nevez, ne c’houezoc’h ket c’hoaz nemeur a dra e-skoaz a c’houzounn ; anez va gwisiegez-me, Arzur ne vije ket bet pare birviken, nag Arzur na kant all am beuz-me digaset nerz ha iec’hed d’ezho, evit ma c’helljent, gwelloc’h a-ze, dispenna ar Zaozoun
6