milliget. » — Setu, eme ar plac’h iaouank, petra a lavaraz Morgan, ar c’hrek kaer-ze d’in neuze, ha brema ez euz eunn nebeud deiziou e c’halvaz ac’hanoun da vont d’he c’haout. Enn he c’hampr edo, el leac’h ma rea he louzeier. Eno, dirak eur pez fourn dan, goloet gant eur baeron arem vraz, e v0a enn he c’hichen eur bern geod a daole ebarz hini hag hini hag a veske goude, peb enn amzer, gant eur wialenn ruz glaou great, eme-z-hi, gant mein kaer. — « Va merc’h, galvet em beuz ac’hanoc’h ama, evit ma klevfoc’h gan-en petra a zo a nevez gant ho preur. Gouzout er-vad a rann e karit kalz anez han hag e kar ivez ac’hanoc’h. Anken ho peuz abaoe ma ho peuz kollet ar gwel anezhan : mad, emez-hi, dare oc’h da goll anezhan evit mad, rak ho preur a zo gwall-glanv hag a dise mervel hep dale gant ar c’heuz en deuz d’e-hoc’h, ma na d-it ket da barea eur gouli a zo deut d’ezhan enn he c’har.
Ho preur a zo brema du-ze en eur c’hoz chapel e-kreiz eur c’hoad braz ; he-unan ema eno, ha red eo d’e-hoc’h mont d’he gaout enn noz-kenta-ma. Diw-heur hanter ho pezo da choum gant-han, hag e-pad ann diw-heur hanter-ze e rankoc’h, da genta, gwalc’hi he c’hat gant ann dour a zivero euz ar bigorn-ma a roann d’e-hoc’h ; ha goude, leda war he c’houli al louzou a zo er bigorn-all-ma. Gant al louzou-ze e pareo a-benn ma vezo bet lakeat teir gweach war he c’har. Pa vezo deut ar mare da zont diout-han, e sachinn war ar sug-ma a stagann oud ho troad kleizha neuze e tistrofoc’h buanoc’h evit ann avel. Eur sklerijenn gaer, evel goulou-deiz, a lakiinn da lugerni enn dro d’e-hoc’h ha gant aoun na c’hoarvesfe gan-e-hoc’h netra a gement a ve evit miret ouz-hoc’h da vont da gaout ho preur pe da zont enn dro, setu eur c’hleze-falc’h, kreva kleze a zo bet biskoaz ; great eo bet evit Arzur ha d’ezhan hep-ken eo bet hag e vezo adarre, pa zistroio a-enep ar Zaozoun. Gant-han enn ho tourn, den na tra ne harzo ouz-hoc’h. Brema, va merc’h, eme-z-hi d’in, kit da wiska ann dillad kaer am beuz