Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

lakeat d’e-hoc’h enn ho kampr ha bremaik me va-unan a ielo d’ho kas d’ann aod ; ac’hano ez eoc’h war-eeun hag en em gavfoc’h gant ar c’hoz chapel am beuz lavaret ; eno ema ho preur, eun truez he welet. »

Setu, va breur, emez-hi, penaoz ounn bet saveteat euz ar mor ha penaoz ez ounn deut ama d’as parea. Brema me a ia da leda va louzou war da c’houli ha dioc’h-tu da boan a zigresko hag a ielo kuit. A-benn ma vezinn-me bet ama teir gweach, e vezi pare klok. Diou nosvez all am beuz da zont c’hoaz, goude-ze a-vad ne c’hellimp marteze en em welet ken. — « Petra, eme he breur dezhi, ha ne ve ket gallet tenna ac’hanoud euz a zaouarn Morgan ? Ma c’houesfe map roue ann Hiberni emaoud ama hag ez oud ker kaer all, ne gredann ket e tistrofez ken d’ar mor, rak dont a-benn a rafe da viret ouz-id, kement e kar ac’hanoud. » — « Allaz ! eme-z-hi, enn eur denna eunn huanad, diez e ve d’ezhan va c’haout ; gwelet a rez ar sug-ma stag oud va gar ; great eo bet gant houarn, gant dir ha diamant : Setu penaoz eo, pa fell d’id klevet. Evit miret na zistrofenn ken da lez Morgan, e ve red trouc’ha anezhi e meur a damm, epad ma sko ann heur a zo bet lakeat d’in da vont kuit, ha ne gredann ket e ve bouc’hal na benvek kre ha lemm a-walc’h evit he zrouc’ha enn eunn taol ; koulskoude enn eunn taol, enn taol kenta eo e rank beza torret, pe anez ann eil taol a ielo e-biou. A-benn eur pennad goude ma e devoe lavaret ann dra-ze d’he breur, e pokaz d’ezhan ha dioc’h-tu ez eaz ac’hano evel eul luc’hedenn, eur sklerijen gaer enn dro d’ezhi.


————