e voe sug ha bouc’hili er mare ma voa bet lakeat hag evit doare great mad, rak dioc’h-tu c’houeac’h den euz ar re greva, lakeat eno enn eur renkad hed-a-hed ar sug, a zarc’hoaz a daol ho c’houeac’h hag a reaz seiz tamm anezhi. - « Mad ar stal, eme vap ar roue, c’houi, va zud, ho peuz darc’hoet aze, a choumo ama ken a vezo e-verr ha neuze ez aimp enn tu-bennag kement hini a zo ac’hanomp. » — Great e voe evel a lavaraz, ha dagus-heol ec’h en em gavent er c’hoad tost d’ar chapel. Ann dud a voe kuzet gant ar paotr da c’hortoz ar plac’h iaouank da zont. Pawelaz ar paotr hag ar prins ezedo Henori er chapel gant he breur, ez ejont ho daou da renka ho zud. Ar paotr bihan a choumaz gant arre-ma hag a lavaraz d’ezho : — « Brema, en em lakait aze a-zoare ha pep hini dioc’h-he du, evit gallout darc’hai a-daol hag a nerz korf war ar sug a welit, pa ziskouezinn d’e-hoc’h ; bezet gant pep hini he vouc’hal er vann ; arabad eo a-vad e ve unan warlerc’h egile ; evez ouz-in brema ! » — Sini a ra hanter-noz, hanter-noz-hanter a zo o vont da skei hag ar c’hoar a zo dare da vont evit mad dioc’h he breur. He-man a ouel hag a huanad, hag he c’hoar, glac’har ivez leiz he c’haloun, a zo red d’ezhi c’hoaz rei nerz d’he breur. Ne c’hello mui, siouaz ! gwelet anezhan, ne vezo mui evit dont euz a weled ar mor, ha dalc’het e vezo eno hiviziken gant Morgan da ober louzeier ne vezint ket evit parea anezhi dioc’h he doan hag he c’heuz. Ia, doan e deuz, ar c’hoar vad, o vont dioud he breur ha koulz lavaret diwar ann douar. Pegen euruz-bennag e vezo, e ve gwelloc’h gant-hi choum hep mont ha kaout poan, mar d-eo red, evel ar re all. Siouaz d’ezhi ! Ne dalv ket lavaret, poket a ra d’he breur, briata a ra anezhan enn eur skuilla daelou hag enn eur lavaret kenavezo d’ezhan. Mall e voa dezhi rak ar sug a denn war he gar. Dioc’h-tu ar paotr saout a zo er-meaz a ziskouez d’he dud skei, ha dioc’h-tu e voe klevet c’houeac’h taol bouc’hal o koueza ken a zoune war ar sug a voe trouc’het
Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/47
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —