Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

eno e seiz tamm. Ann tamm dioc’h ar mor a riklaz kuit ha ne voe gwelet mui. Ar plac’h iaouank, ne c’houie doare euz a netra, a zo souezet ha laouen o welet petra a zo c’hoar vezet. Map ar roue a grog enn he dourn hag a deu gant-hi da gaout he vignoun, enn eur lavaret : — « Brema me wel er-vad n’ho peuz ket drouk-c’hreat em c’hever. Setu ho c’hoar, anaout a rann anezhi dioud he fatrom, ha ma kar, me a vezo he fried. » — Ar plac’h iaouank, laouen o welet ne rankche mui distrei d’ar mor hag e c’hellche choum hiviziken gant he breur, a lavaraz da vap ar roue e devoa bet lavaret ia a-raok ha n’en em zislavarche ket brema.

Mad eo, pep tra a c’hoarvez evit ar gwella, eme ar prins iaouank ; d-eomp holl brema d’al lez. Ar prins a glevaz hed ann hent gant he vignoun petra a voa bet c’hoarvezet gant he c’hoar, ha penaoz e voa bet taolet er mor gant he magerez hag he merc’h. Dre ze, dioc’h-tu ma en em gavaz er gear e lakeaz gori eur fourn en devoa ha strinka enn-hi he c’hrek hag he mamm. N’ho devoa ket laeret ho gobr, ann diou bez-fall ma voant ! A-benn nebeud deisiou goude, e voe great ann eured nevez gant ar prins iaouank hag ar plac’h koant-ma eaz hor bro. Fest a voe epad daou viz hep distaga, ha klevet a zo lavaret e voe, pedet gant ar brinsez nevez eur c’halz a dud euz a Vreiz da vont d’ann Hiberni. Mont a rejont ha pa zistrojont, ne glevet anezho nemet o kana meuleudi da dud ar vro-ze, tud vad evit doare hag euz a c’hwenn ar Vretoned koz.

Ar brud euz ar pez a voa bet c’houarvezet a redaz buan dre gement bro a voa tro-war-dro, ha setu war zigarez ma voa bet devet ann diou c’hrek fall, ne dalie ket eur gwennek kroc’hen pep hini, setu eur brezell spountuz o tigeri gant ar Zaozoun faoz a enep Roue ann Hiberni. Eunn abek fall e voa hen-nez, hag eunn dra-bennag-all eo a c’hoarie gant-ho. Ar Roue deut koz hag isil a lakeaz he vap e penn he zoudarded