ne weler mui, dibr war he gein ha kabestr arc’hant enn he benn. Ar brinsez a bign war he gein ha kuit. Ne voe ket pell ma en em gavaz el leac’h ma ’z edo he fried. Hou-man, ar brinsez-ma, evit miret na vije anavezet gant den, a voa gwisket evel eur brezeller kaer. Ann diou arme a voa ann eil dirak e-ben ha c’hoari a-zevri-beo a voa gant-ho. Koueza a rea tud he fried evel keillen, ha kaer ho devoa klask stourm hag herzel oud ho enebourien, ne voant seurt-Doue d’ezho. Neuze ar prinsez a lamm war he marc’h, e-kreiz ann emgann ruz ; tenna a ra he c’hleze hag evel eur falcher e-kreiz eur prad ne dennaz eunn alanad, ken a voe lakeat a-stok gant-hi eur c’harden Zaozoun, ann hanter pe war dro euz ar re a zalc’he penn oud map roue ann Hiberni. He-man hag he zoudarded koulskoude ne c’houment ket a dre ken nebeud, lammet a reont, evel enn taoliou kenta, ha kaer ho devoa evelato, ar Zaozoun a stoke anezho, ha beac’h ho devoa ann Hibernied o c’hounid war-n-ezho. Ar prins iaouank, o welet pe la bour a zo digor, a zired evel eunn taro gouez da deurka ar Zaozoun. Kaout a reaz harp d’he gernel ha d’he daoliou hag anefe he c’hrek en divije ranket koll ha tenna a-gil; great e voa adarre ho stal d’he dud, pa en em gavaz c’hoaz ar brezeller iaouank (ar brinsez eo e voa hen-nez adarre), da harpa enezho evit ann eil gweach. Tost d’ann hanter euz ar re a choume a voe lazet gant-han c’hoaz, hag evelato dre ma laze anezho, ar re all, evel moc’h-gouez, ne dec’hent ket enn he raok.
Map roue ann Hiberni a lavaraz da lod euz he dud ober ann dro d’ar brezeller iaouank ha derc’hel anezhan er penn kenta, evit ma c’hellje dont da anaout piou e voa. Kaer ho devoe klask dont a benn a gement-se, tec’het a c’heureu he-ma euz ho daouarn ha mont kuit hep na c’houient e pe leac’h. Neuze prins ann Hiberni a stagaz eur weach c’hoaz gant ar Zaozoun a voa dira-z-han, kaloun a-walc’h en devoa he-man