Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

eo ho peuz anezhi da unan-bennag ha marteze hou-man eo, eme-z-hi, o tenna euz he godell hag o tiskouez d’ezhan ar groaz e devoa bet digant-han. » — « Gwir eo, eme vap ar roue, hon-nez eo va c’hroaz, ha penaoz ho peus-hu bet anezhi ? » — « Penaoz, eme-z-hi, em bije me bet gallet he c’haout, ma n’ho pije ket c’houi roet anezhi d’in. »

Neuze ar prins hag ar re all a voa eno koulz hag ar Roue koz he-unan a anavezaz er-vad e voa hi eo a voa bet eat d’ann emgann hag e devoa bet great ann taoliou kaer a voa hano anezko war al lizer. Map ar roue a zavaz dioc’h-tu dioc’h taol da boket d’he bried dirak ann holl.

Ar c’hrek iaouank a lavaraz neuze : — « Mar d-oc’h bet treac’h ha m’am beuz-me great eur vad-bennag d’e-hoc’h ez eo, kredit er-vad, dre nerz ar c’hleze-falc’h a voa gan-en. Ar c’hleze-ze ne harz den na tra out-han, pa vez ar gwir gant ann hini a zougen anezhan. Bet em beuz-hen digant Morgan, hag hervez am beuz klevet gant-hi ne d-eo bet beteg hen nemet da unan euz ar Vrezellerien vrasa a zo bet biskoaz ; roet e voa bet d’ezhan gant Marzin. D’e-hoc’h-hu, va fried, e roann anezhan brema, dalc’hit d’ezhan hag ar Zaoz birviken ne vezo evid-hoc’h ; arabad eo e ve kollet, rak klevit mad : c’hoari a ranko c’hoaz ha c’hoari stard a enep ar Zaozoun, a-benn e-leiz a vloavesiou ama. Ia, emez-hi, eunn amzer a dle beza ma vezo gwasket ha gwall-gaset ar wenn villiget-ze. Evel bleizi e vezint kaset euz ar vro pe lazet, unan a zaou. Euz ar pevar avel e savo ann dud enn ho enep ; ar brini gouez a nijo hag a grio, bodet a vandenn a-zioud ar Zaozoun astennet maro a steiou ; dispenna a raint anezho tamm ama, tamm a-hont. Dalc’hit mad d’am c’homzou, ne d-eo ket gevier int ; klevet em beuz ar pez a lavarann ama, pa ’z edounn el lez kristal e gweled ar mor gant Morgan he-unan. » —

Goude-ze, epad ma vevaz map roue Hiberni hag he bried, ar Zaozoun ne deujont ket eur weach zo-mui-ken da glask