Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —



KONTADENNO AR BOPL EN BREIZ-IZEL.


————
ANN DAOU DORT.


————


Iez Treger.


————


Ur wez a oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag a oant mignoned ho daou. Kemenerrienn a oant ho daou, ha bemdez ec’h eent da labourad d’ann tiegezo war-ar-mez, pep-hini en he du. Un noz, pa oa Nonnig o tistrei euz he dewez, divezad un tammig, digwêt en lann Penn-ar-Roc’ho, a klewas mouezigo o kana evelhenn :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

— Daoust piou a zo o kana evel-se ? — a laras en-han he-unan. Hag a tostaas, goustadig. Sklezr a oa al loar, hag a welas ann danserrienn-noz, pere a zo kornandoned, krog dorn-euz-dorn, o tansal en kelc’h hag o kana. Unan a gane a-rok :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Hag ar re-all holl a gane war he lerc’h :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Ha na larent memet se. Nonnig hen defoa klewet aliez komz euz ann Danserrienn-Noz, met biskoaz n’hen defoa gwelet ann-he, hag a em guzaz dreg ur roc’hel ewit sellet out-he. Met gwelet a oe prestig, ha tapet en kreiz ar c’helc’h. Hag hi neuze da dansal ha da drei en-dro d’ehan, ha da gana waze wit biskoaz :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

Ha da laret da Nonnig : — Deus da dansal ganimp iwe !