Nonnig na oa ket ur potr aounig, hag ac’h eaz en danz ; ha setu-han da drei ha da gana gant-he :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her !
— Ha goude ? a laras ; gwal-vezr eo ho sôn.
— Na euz kén, — a larjont d’ehan.
— Penoz na euz kén ? Perag na laret ket iwe :
- Ha dizio ha digwener ?
— Ia a-vad ! a larjont holl, — se a zo brao kaer. Hag hi da gana neuze :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio ha digwener !
Ha da vont en-dro, en-dro ! — Pa c’hoantaas Nonnig mont-kuit, a larjont ann eil da egile :
— Petra a rofomp d’ann den-ma, ewit bea hirret ha braoet hon zòn ?
— Ann dra a garo ; arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe bea didortet.
— Mar karet ma didorta a-vad, a laras Nonnig, na c’houlennan kén diganac’h.
Ha kerkent a oe lemet he dort d’ehan, hag a tistroas d’ar gèr skanv hag eeun, a zoken ur potr koant.
Ann dewarlerc’h, pa welas he vignon Gabig anehan, a oe souezet.
— Petra ? emehan…, hag a selle euz he gein…, ha da dort ?
— Et-kuit, — evel ma weles.
— Penoz eo c’hoarvezet kement-se ?
Hag a kontas d’ehan evel ma oa c’hoarveet ann dra.
— Ah ! me aio iwe en-bezr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet ann danserrien noz.
Hag a reaz evel ma hen defoa laret. Pa arruas bars al lannek, a oa are ar c’hornandoned o tansal hag o kana :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her !
8