Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —



D'AR RE HO DEUZ KLEVET.


————


Var don ar Varivonik.


————


Ni ho trugareka meurbed
A greiz hor c’halon, mignoned. (bis.)

Pa-z-oc’h deuet da Vontroulez
Da zikour zevel ar Vreuriez. (bis.)

A galon vad hoc’h euz lennet
Ar pez hor boa d’e-hoc’h-hu skrivet. (bis.)

Ha gwir vugalez Breiz-Izel
Aman oc’h diredet a-bell. (bis.)

Eur galon eo hor c’halonou
Eur gwad eo gwad hor gwaziou. (bis.)

Hag hor c’harantez evit Breiz
A zo ker paduz hag hor (bis.)

Ar brezonek, iez hon tadou
A ziskaz d’e-omp hor mammou. (bis.)

Ma tisprizfemp iez Breiz-Izel
Ni a zisprisfe hor c’havel. (bis.)

Gand eur vamm vad ec’h omp ganet
Ha gand dour zantel badezet. (bis.)

A-bell, a-dost ni zo eur Wenn
Bretoned vad, kouls kristenien. (bis.)