Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
konchennou

an aotrou person a lavar d’an dud chom hep lakaat spilhou d’ar sant nevez e-giz ma edo ar c’hiz evit an hini koz, rak taraset ha dic’hailhet e vefe dioustu. « Diwezatoc’h, a-benn bloaz pe zaou, e c’hellot hen ober. »

Bertele a zo laouen an tamm anezañ, hag a gav d’ezañ beza Sant Nikolaz kig hag eskern…


Setu an oferenn-bred. Mall a zo war an dud da zigouezout evit kaout bep a gador, rak rouez int.

Ar baotred lemn, dindan o sao,
A lugern ouz ar plac’hed brao ;
Gant eur sell flemmus, ar merc’hed
A lavar d’ezo : « Kendalc’het ». (Proux)

Bertele avat a sell eeun dirazañ, ha ne wel netra. Lavaret e oa bet d’ezañ sellout ouz trec’h, met disoñjal en deus graet.

War an ton bras e kan an aotrou person ar C’hyrie ha dare eo ar c’hloc’her da zistona e-giz ma ’z eo boazet. Met, dre eurvad, e chom sioul ; eur c’houzougad alan hepken en deus kemeret. Den ne daol evez dre chañs… »

Gloria, aviel ha sarmon.

Ar sarmoner e zo eur manac’h. Prezeg a ra diwar-benn sant Nikolaz, evel just ; lavarout a ra peger madelezus eo bet ar sant e-keñver an teir blac’h yaouank-se eus kêr Bataar ; ober a ra meuleudi tud Lokeored o deus roet arc’hant, hep sellout re-dost, da brena eur skeudenn nevez d’ar sant.

An holl neuze a sell ouz ar sant, a gavont kaer meurbet.

« Aotrou sant Nikolaz, » eme ar baotred, « roit d’eomp bep a verc’h koant ! »

« Aotrou sant Nikolaz, » a lavar ar merc’hed. « roit d’eomp bep a waz jentil ! »

Goustadik e pedont, hag ar sarmoner a gendalc’h :

« Ya, va breudeur ha va c’hoarezed kristen, ho pezit fiziañs er sant bras-se, ker bras e c’halloud ha tarziou houlennus ar mor, ker bras niver e vertuziou ha stered bolz vouk an neñv. Hag evit lavarout va soñj digoumoul :

Er Baradoz na war an douar,
Sant Nikolaz n’en deus ket e bar… »

Traou kaeroc’h c’hoaz a zeu gant an tad ; hogen pell ’zo ne ra an dud yaouank van ebet ouz e gomzou, hag e sell an eil rumm ouz egile, o toui karantez kenetrezo da viken.

« …Ar c’hras-se, » eme an tad, « a c’houlennan digant ar