Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
konchennou

Diou pe deir avat, pennek an tamm anezo, a blant (sank) o re e troad kleiz ar sant - troad ar galon - daoust d’an aotrou person beza lavaret e oa difennet. Eul lamm a ra ar sant, na petra ’ta ?


Aet an holl kuit, an aotrou person a ya d’e lein. Lavarout a ra d’an tad sarmoner en deus graet eur sarmon dispar, ha goulenn a ra outañ, penaos e kav ar sant nevez.

« Dispar ivez, ha gwech ebet n’em eus gwelet liou an den tapet ker mat-all. »

An aotrou person a vousc’hoarz.

« Petra a zo eta ? » eme an tad.

« Ne vezo ket bras ar friko, tad, rak eur porc’hellig war e vamm, eur porc’hellig rostet a zo bet aet dec’h d’abardaez gant eul laer divalo. »

« Ha petra neuze ? »

« E rankimp ober pinijenn eun tammig. »

« An dra-ze a ra vad… Lavaret ho poa d’in, aotrou person, e vije deuet an aotrou maer gant e guzulierien, hag ho fabrisianed ivez, d’o lein amañ. Ar porc’hell aet kuit eo a zo kaoz marteze n’int ket deuet, »

« Allas ! ya ! Diaes am eus kavet lavarout kement a oa digouezet. Ma o deus kredet ac’hanoun, da vihana c’hoaz ! Met, tad, n’eo ket aze eo emañ an dalc’h. »

Hag heñ lavarout tro Bertele. An tad a c’hoarz e walc’h


…Ar gousperou a zo da deir eur, evel just.

Eun nebeudig plac’hed, ha n’en deus paeet den yaouank ebet d’ezo eun dro gezek-koat, a zo aet d’an iliz. Pedi a reont kalonek :

« O Sant Nikolaz benniget,
Roit d’eomp-ni bep a bried ! »

Ha bec’h d’ar spilhou. Unan anezo a ya hag a laka he re e troad kleiz ar sant, evit sur ; unan-all a ra evelti hag eun deirvet ivez.

Ar sant ne ra ket kalz a van, met ar merc’hed a wel gwad o redek. « Sin vat ! » emezo, « sin vat ! » Hag e kanont :

« O Sant Nikolaz benniget,
Bennoz d’eoc’h evit hor pried ! »

Goude ez eont er-maez. Raktal eo anavezet ar c’helou gant kement hini a zo e Lokeored. Hag an dud d’ar red d’an iliz da welout ha gwir eo. Dre eurvad, an aotrou person a