Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



Santel-e-Skeud ha Fall-e-C’hoant


Gwechall e oa eun den santel, eur manac’h hag a rae, eus an eil penn d’an deiz d’egile, vad d’ar beorien ha d’ar re glañv.

Koz ar c’hosa e oa, ha ne oa nemet gwelloc’h a ze : kalon ar re goz a zo tenerik. Mall ha mall a veze atao warnezañ da rei skoazell d’an dud. Brudet e oa rak-se e pell-bro, ha dont a rae tud eus a dregont leo hag ouspenn da c’houlenn perz en e bedennou mat. Ganto e tigasent aluzenou da rei d’al lean. Hemañ avat ne vire ket eun diner war e ano e-unan ha kement a gemere, gant eun dorn, a rede, dre an dorn-all, davet eur paour-kaez bennak.

Morse, nemet Mab Doue e vije, ne voe den ker mat-all war an douar…

E-giz e lec’h-all, tud a varve er vro-se, hag evit doare e stad vat, rak pignat a raent war eeun d’ar Baradoz. Diouz ar mintin, eun devez hañv, sant Per a wel eun ene e sevel herr war-du e zor. Hag e dal ha diroufenna, ha raktal e alc’houez a zo er potailh, ha dibrenn eo an or. Hag heñ :

« Deuit tre eta, va mignon. »

« Bennoz an Dreinded sakr warnoc’h, aotrou Sant Per. »

« Ha warnoc’h ivez. »

Ha Per, lemm e deod :

« Petra ’zo nevez dre zu-ze ? »

« Nebeut a-walc’h a dra, Sant mat. »