Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
konchennou

« Kleo, Paol, ha gwir eo e c’hellez beza ker brao hag eur pez pevar real nevez ? »

« Ya. »

« E c’hellez beza ker bras hag an tour-mañ ? » « Ya. Sell. »

Hag an diaoul a zeu hir-hir-hir.

« Gouzout a rez, » eme Lom d’ezañ, pa ’z eo en em gavet en e stum bemdez, « aon am eus bet ! Gellout a rez ivez beza ker bihan ha ma biz bihan ? »

« Ya, sell. »

Hag an diaoul a vihana, a vihana. Lom a bleg, da welout gwelloc’h, en eur lavarout :

« O ! na brao out ! na koant !… »

Ha, yao ! ar yalc’h a zo war benn an diaoul ha tapet eo e-barz.

An diaoul a fulor ; dont er-maez avat, va fri !

Ha Lom d’ar gêr, ha gervel e vugale, tud yaouank kreñv :

« Alo ! paotred, amañ ez eus labour ! »

Hag e kemeront bep a vorzol, ha dao war ar yalc’h. Paol a wic’h, a wig. A-benn ar fin e tav. Lom a zigor ar yalc’h hag a stlap Paol war ar bern hernaj koz.

N’eo ket maro. A-benn eur pennad e tastum e gilhou dindan e gazel, hag en hent buanoc’h eget ma c’hellit soñjal ha biken goude ne zeuas da glask Lom.

Hag hemañ a vevas eürus ha laouen.

…Mont a reas koz-koz. Ha gant aon e vije troet ar bajenn e-lec’h m’emañ e ano war levr bras an Ankou, setu heñ war-du ar bed-all. Hag e pign da gavout Sant Per. Hemañ avat a lavar d’ezañ :

« Kae pell ac’han, koz tra fall a zo ac’hanout ! Kae da gavout an diaoul peogwir e plije muioc’h e draou d’it eget ar skoedou a lavaren rei d’it ! »

Setu nec’het va faotr.

« Ma ! » emezañ, « mont a ran da gavout an diaoul. Digemerout a ray ac’hanoun da vihana, kredabl. »

Hag e tiskenn, hag e tiskenn gant eun hent ledan goloet a vleuniou. Eur bern tud a zo warnañ.

Met, dichañs an dichañsusa ! an diaoul a zo o c’houarn toull forn an ifern a zo just an hini a oa bet pladet gant Lom. Hag an diaoul a c’halv e vreudeur :

« Buan ! buan !! serrit an nor ! an orin a zo erru amañ a blado ac’hanomp bremaik ! »