Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
lom ar marichal

Gwigourat a ra an nor gant ar merglet ma ’z eo : digor bras e vez atao da lonka an dud dre vern.

« Dal ! » eme Lom, « setu me tapet avat ! Sant Per ne fell ket d’ezañ kaout ac’hanoun nag an diaoul kennebeut ! Petra a rin bremañ ?… Na me a zo sot ac’hanoun ! Deomp gant ar c’hristen a zo e-unanik du-ze o sevel gant an hent striz n’eus nemet pikou spern warnañ. »

Skei a ra ar c’hristen war zor an neñv. Per a zigor d’ezañ gant mall, en eur lavarout :

« Deus da gemerout da lod e levenez an Aotrou. »

Ha da Lom :

« Te a zo aze c’hoaz, koz loen vil ? »

Hemañ a junt e zaouarn palv-ha-palv :

« Ma ! Sant Per, » emezañ, « ne din ket e-barz pa ne fell ket d’eoc’h. Lezit ac’hanoun da sellout eun tammig, eun tammig bihan hepken. Ar Baradoz a zo ker brao, war a lavarer ! »

Sant Per a zo mat e galon hag a lez Lom da sellout.

Hemañ a zistag e davañcher hag a daol anezañ dre doull an nor, ar pella ma c’hell. Ha raktal emañ gantañ er Baradoz. Kerkent e stlap anezañ larkoc’h, ha larkoc’h emañ e-unan.

Sant Per a red eur pennad war e lerc’h da gas anezañ er porz, met n’eo ket evit e dizout ; ha, neuze ivez, unan-bennak a ra dao-dao war an or.

« Ma ! laer a zo ac’hanout, » eme Sant Per, « e-barz emaout, chom e-barz ! »

Ha Lom a chomas.


Courrier du Finistère,
kerzu 1905.