Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Yann e Sac’h


Yann a oa bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. Pa voe aet dinerz gant an oad hag an taoliou-kleze en devoa bet er brezeliou, ne voe kavet mat da netra ken. Hag e voe lavaret d’ezañ mont da flipat e drantell da lec’h ma karje, hep rei seurt ebet d’ezañ, nemet eun dorz-vara a dri lur hag eur vozad mouneiz.

« Seurt ! » emezañ, « nemet eun tamm bara hag eun dornad mouneiz, ha me bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ! A-benn ar wech kenta, ma teuan c’hoaz war an douar, n’eo ket me a vezo soudard, e-pad pemp bloaz warnugent da vihana ! Met petra ’dalv d’in klemm ? Gwelloc’h ne vezin tamm. Doue a bourvezo. »

Hag heñ da foeta bro, truilhek e zilhad.

Hogen, just er mintinvez-se, Jezuz ha Sant Per a oa o leoiata. Dizale e tigouezjont gant Yannn, ha Per da c’houlenn an aluzen digantañ.

« Rei a-walc’h, » eme Yann. « Koulskoude, me a zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ha n’em eus bet seurt, nemet eun tamm bara hag eun dornadig mouneiz. Ranna ’rin anezo ganeoc’h evelkent. »

Hag e ro da bep hini eul lur vara hag eun nedeud gwenneien.

« Ho trugarekaat ! » eme Sant Per.