Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
YANN E SAC’H
« Tan ha kurun ! Den evit den !
Pe n’eo ket me eo Satan ken ! »

emezañ. « Yann a rankan da gaout bremañ, ha d’in e vezo kousto pe gousto ! »

Hag heñ da gavout Yann.

« Kren, paotr ! »

« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, ha krena n’em eus graet morse. Ha n’eo ket rak eur c’hoz tamm diaoul eveldout eo a rin ! »

« Tankerru ! Tan ha kurun ! mil malloz ruz ! te a ya da welout. »

« O ! la la ! paotrig e vourrou koant ! Te eo a ya d’ober eun abadenn ha n’az poa ket soñjet enni. »

« Me ? »

« Ya, em sac’h ! »

Ha Paol Gornek, kaer en deus freta-difreta, mallozi-divallozi, yudal-diyudal, a zo er sac’h.

« Ac’hanta ’ta ! » eme Yann. « N’em boa ket lavaret d’it ! ha gortoz ! n’eo ket echu c’hoaz ! »

Tapout a ra Yann eun horz da bilat lann, ha darc’hao ! war gein an diaoul.

« Dal ! evit tankerru ! »

« Dal ! evit tan ha kurun ! »

Hag evit troc’ha berr, Satan a zo graet yod gantañ. Neuze eo lezet da vale. Ha war-dro Yann ne zeuas ken.

Eur c’hrapad brao goude-ze, Yann a oa aet koz-koz, hag heñ :

« Ma, marteze eo mall d’in mont da welout petra ’zo en tu-all d’ar bed-mañ. »

Hag e sko war-du an neñv, hag e lavar da Sant Per :

« Mont tre a c’heller ? »

« Marteze. Petra a vad hoc’h eus graet ? »

« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent. »

« An dra-ze ne ra ket. »

« Ha n’am lezot ket da vont e-barz ? »

« Nann. »

« Lezel a rit ? »

« Ne ran ket. »

« Eur wech ? »

« Nann ! »

« Diou wech ? »

« Nann ! nann ! »