Gwechall goz koz-koz e oa o veva, e Lanbaotr, eun den yaouank, e ano Houarn. Karout a rae Rozenn, eur plac’h koant er memes oad gantañ. Met o-daou n’o devoa ken madou nemet o divrec’h.
« M’hor befe eur vuoc'h vihan hag eun tamm pemoc’h, » a lavare Houarn da Rozenn, « me a c’houlennfe eun atant digant hor mestr ; an aotrou person a eureujfe ac'hanomp, ha ni a vevfe eürus hon-daouig en hor merouri. »
« Ya ’vat, » a huanade Rozenn, « met ken diaes eo beva bremañ ! Ha keraet eo c'hoaz war ar saout hag ar moc'h e foar Bloubrug, bremañ 'z eus eiz deiz. Kredabl, Houarn gaez, n'eo ket chalet Doue da glask gouzout penaos ez a ar bed en-dro. »
« E c’hell beza gwir, Rozennig ger, hag e rankimp gedal pell-bras c'hoaz a-barz dimezi ! Hag evit gwir, morse ne zigouez ganin ar banne diweza pa vezan o c'houlloi eur voutailhad gant va mignoned. »
« Na ganin klevout ar goukoug, kaer am bez !… »
Ken alies ha bemdez e save seurt klemmou gant an daou zen yaouank. Eur mintinvez avat, Houarn a yeas da gavout e Rozenn, evel ma vije bet eun dra bennak a nevez en e benn.
« Va Rozenn goant, » emezañ. « va Rozenn ger, al laboused a glask eur parkad-ed, ar gwenan a glask eur c’hleuziad-bleuniou. Me ivez, me a zo ret d’in mont da glask ar pez a