Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
KONCHENNOU

ra diouer d’eomp, peadra da brena eur vuoc’h hag eur pemoc’hig ! »

Leñva a eure Rozenn o klevout ar c’homzou-se.

« Mar karez ac’hanoun, Rozennig ger, » eme Houarn, « ne ri van evit va gwelout o vont diouzit. A-raok nemeur amañ e vezin distro gant eur yalc’hadig, hag e c’hellimp beza pried an eil d’egile. »

« Ma ! va Houarnig, kae ha ra vezo Doue ganez. Ranna ’rin ganez koulskoude, a-raok ma ’z i kuit, ar pez am eus bet e susit digant va c’herent, Doue d’o fardono ! »

Hag hi ha digeri he armel ha kemerout enni eur c’hloc’h, eur goñtell hag eur vaz.

« An traou-mañ a zo bet a-hed ar wech d’am zud. » emezi. « Ar c’hloc’h-mañ a zo kloc’h Sant Ke : n’eus forz pegeit e vezer diouz ar vignoned ma vez ganto, her c’hlever o seni p’o devez ezomm skoazell. Houmañ eo koñtell Sant Kaourintin ; kement tra a vez stoket outañ ganti, ne vez ken dindan galloud diaoul na korriqan ebet. Ar vaz-mañ a zo baz Sant Jaoua Brasparz ; kas a ra an den ma vez gantañ d’al lec’h ma fell d’ezañ mont. Rei a ran ar goñtell d’it evit ma c’helli pellaat pep droug diouzit. Dal ar c’hloc’h ivez. Ma c’hoarvez eun dra bennak ganez, me her c’hlevo o seni hag a ouezo evel-se e vezi war var eus da vuhez, ha gant ar vaz-mañ, a viran evidoun, e c’hellin mont d’az sikour mar bez ret. »

« Da drugarekaat eus a-greiz va c’halon, Rozenn vat Kenavo ! kalonig, dalc’h soñj ac’hanoun ha ped evidoun. »

« Hag a rin, e c’hellez kredi. »

Goude beza gouelet eur c’hrapadig ha stardet e zousig war e galon, setu Houarn en hent.

Mont a eure e-giz-se betek aod Kerdraez, kêrig vrao, bras an dour en he ster ha kelc’hiet gant eur gurunenn gwez-elo.

Kaoz a oa eno, gant daou zen, diwar-benn Gwrac’h an Enezenn.

« Gwrac’h an Enezenn ? » eme Houarn. « Petra eo ? »

« Gwrac’h an Enezenn, » emezo, « eo an ano a reomp eus ar gorrigan a zo o chom en enezenn a welez dirazout aze, teir leo bennak er mor. Setu aze eur gorrigan binvidik avat ! Kement he deus d’ezi he-unan hag holl rouaned ar bed war eun dro. Meur a hini a zo bet o klask laerez diwar he c’houst, met holl int bet tapet ganti, kredabl, rak nikun anezo n’eo bet deuet ac’hano. »