Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/123

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
GWRAC’H AN ENEZENN

« Mat ! » eme Houarn, « me a ya da welout ivez. »

« N’ a ket, paour-kaez paotr ! » eme an daou zen-all. « n’ a ket ! pe kenavo a c’hellez lavarout d’ar bed-mañ ! »

« Kenavo a-walc’h a lavaran-me ivez ! Gwelout a reot ! An nep a venn, hennez a c’hell. N'eo ket gwir ? Ma ! me a fell d’in kaout eun tamm arc'hant, hag arc’hant a rankan da gaout ! hag arc’hant am bezo ha pa vefe dao d’in mont d’an ifern d’o c’herc’hat ! »

« Doue ra vezo ganez ! kaezig paour ! »

Hag Houarn ha sevel eor eur vatimant, displega he goueliou, roeñvat endra ’c’hell, ha yao war-du an enezenn.

Tapout a ra douar prestik, hag heñ da gerzout drezañ. Met kaer en deus trei ha distrei, beza heñchet du-mañ ha du-hont gant e soñjezennou, ne gav na tra, na den :

« Daoust ha didud tre eo an enezenn ? » emezañ. « Kredabl, rak n’eus ket eur vouez tro-war-dro. Deomp larkoc’h memes tra, marteze e kavin unan-bennak, marteze e kavin ar wrac'h-se a lavarer a zo pinvidik evel ar mor, ha pinvidikoc’h zoken »

War-bouez bale eun hantereur-all, Houarn a zigouez gant eul lenn. Den ebet kennebeut, na merdead na pesketaer. Met en eur c’horn-tro e wel eur vag, doare eun alarc’h d’ezi. Gwenn-kann eo an alarc’h-mañ, e c’houzoug a ra eun dro weet hag e benn a zo chouchet dindan e askell. Kousket eo.

« Pe seurt bag eo houmañ ’ta ? » eme Houarn.

Tostaat a ra outi. Kaeroc’h-kaera e kav anezi dre ma tosta. Mont a ra enni da welout gwelloc’h pe seurt ha petra eo. Met, bec’h d’ezañ beza lakaet e zaou droad e-barz, ma sav buhez enni. Displega a ra he gouzoug, sevel e fenn, hag en eun taol-kont emañ e-kreiz al lenn.

Ken alvonet eo Houarn ma ne lavar grik. Hag an alarc’h a daol e veg en dour, a ya dindanañ hag a neuñv betek palez ar wrac’h.

Ar palez-mañ a oa graet gant kregin an diavaez anezañ. Tro-dro d’ezañ e oa liorzou kaer, a bep seurt bezin enno : bezin arc’hant, bezin aour.

« Mat avat ! » eme Houarn, « setu kavet traou ganin n’eus forz pegement. »

Met dor ar palez a zigor. War an treuzou, setu eur vaouez ken kaer hag an deiz, ha dilhad perlez ganti.

Houarn a chom balc’h e zaoulagad da sellout outi. Trellet int ganti.