« Houarn, » emezo, « tenn ac’hanomp ac’halen ma fell d’it beza da-unan e savete ! »
« Gwerc’hez Vari ! Piou oc’h-hu ? »
« Kristenien eveldout, deuet eveldout d’an enezenn da glask arc’hant digant ar wrac’h. Lavarout a rejomp d’ezi dimezi ganti, ha setu petra he deus graet ac’hanomp antronoz an eured.
» Eur bern c’hoaz a zo krañked, ligistri, kevnid-mor. A-bep seurt he deus graet ac’hanomp ! Tenn ac’hanomp ac’halen, Houarn, ha kae kuit da-unan ! »
« Petra ! » eme Houarn, « eur vaouez ker yaouank-all a zo intañvez ac’hanoc’h tout ? »
« Ya, d’eomp tout rac’h. Ha warc’hoaz, ma timezez ganti, te a vezo en hor metou ivez. »
« Penaos ober evit mont kuit ? »
« Kuit ne day hini ac'hanoc’h ! » eme ar wrac’h gant eur vouez taer.
Hag hi ha teurel he roued dir war ar pesked ha war Houarn ivez.
« Ra vezi glesker, te ! » emezi da Houarn.
Ha Houarn a zo eur glesker anezañ.
Raktal, ar c’hloc’h a oa gantañ en e gerc’henn a ta tri daol, tri daol evel glaz d’eun den maro.
Ha d’an ampoent-se, Rozenn hag a oa o lavarout he fater a-barz mont da gousket, a laosk eur skrijadenn glac’haret.
« Houarn a zo c’hoarvezet droug gantañ ! » emezi oc’h huanadi.
Antronoz-vintin, a-raok ma ’z eus den war-sao, setu hi o lakaat he dilhad da zul hag o vont er-maez, hag en hent, baz Sant Jaoua ganti.
Digouezet en eur c’hroazhent ne oar pe nodenn kemerout. Hag hi neuze d’ar vaz :
« En ano Sant Jaoua, bet perc’henn d’it, baz venniget, kas ac’hanoun d’al lec’h ma tlean mont ! »
Hag ar vaz a zeu da veza eur loen kaer. Pignat a ra Rozenn war e gein. Hag heñ d’ar pilpazig.
« Buanoc’h ! » eme Rozenn.
Hag heñ d’ar piltrotig.
« Primoc’h ! » eme Rozenn.
Hag heñ d’ar c’haloup.
« Dillooc’h ! »