Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Ar Manac’h


Goude beza bet seiz vloaz en e vanati, ar manac’h yaouank-mañ a voe roet koñje d’ezañ da vont da welout e dud. War e droad e rankas mont, rak an dra-mañ a oa en amzer goz. Mintin mat e yeas en hent, ha kerzout a eure a-hed an deiz. Deuet an noz du warnañ, edo e-kichen eur maner. Hag heñ mont tre er porz. Hag e voe digemeret mat gant an aotrou.

Paotr koant e oa ar manac’h, ha merc’h an aotrou a grogas ar big en he skouarn kerkent ha m’her gwelas. Aoza a reas eur goan vat d’ezañ, e c’hellit kredi.

Aet an dud da gousket, e yeas ar plac’h yaouank neuze d’ar gambr e-lec’h m’edo ar manac’h. Hag hi d’ezañ :

« Dilezit ho manati, ha dimezit ganin. Pennhêrez oun, ha va zud a zo pinvidik bras. »

« Na livirit ket ar seurt traou-ze d’in, » eme ar manac’h, « Eureujet oun a-benn vremañ d’ar bennhêrez ar goanta, ar wella hag ar binvidika a zo. Eureujet oun d’an Itron Varia a zo va Mestrez ha va Rouanez. Biken n’em bezo pried-all nemeti. »

Hag hi kuit neuze, o welout na dalveze ket ar boan d’ezi aspedi…

Eur plad aour flamm a zo en ti, hag eur soñj diaoulek a zeu en he fenn. Eur pennad da c’houde, pa gav d’ezi e kousk mat ar manac’h, e ya adarre d’e gambr da lakaat ar plad d’ezañ en e val.