Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
KONCHENNOU

« M’ho tesko, » emezi, « d’am dispriza ! »

Antronoz-vintin, gwener anezi ha deiz yun, e ya ar manac’h kuit hep dibri begad.

« Ne da eskenn ganeoc’h ! » eme ar plac’h yaouank « Gortozit ! M’hen talvezo d’eoc’h c’hoaz ! »

Hag hi ha lakaat eun tamm kig en e c’hodell, hep gouzout d’ezañ.

Pa soñj d’ezi emañ pellik ar manac’h, e ya da gavout he zad.

« Tad, » emezi, « ar manac’h a zo bet amañ en noz-mañ n’eo ket eur manac’h eo sur, eun den fall ne lavaran ket. Ar plad aour a zo aet gantañ, hag er mintin-mañ, gwener koulskoude, en deus kemeret ar c’hig chomet en e zilerc’h dec'h da noz. »

Kredi a ra an tad e verc'h, hag heñ ha sternia e varc’h dioustu, hag en hent. Tapet ar manac’h gantañ, e stag e zaouarn d’ezañ hag e tigas anezañ d’ar maner.

« Me grede d’in, » emezañ, « e oas eun den mat, padal ne dout nemet eul lampon ! »

Ha kerkent eo kaset ar manac’h dirak ar varnerien, hag eo barnet ganto da veza krouget.

« Laer e vadoberour a zo boued c’houek d’ar groug ! » emezo.

A-raok beza dibradet war-bouez e c’houzoug, ar manac’h a c’houlenn komz ouz ar bobl bodet dirazañ. Asanti a ra ar varnerien. Hag heñ ha lavarout eo eur manac’h a oa o vont da welout e gerent, met emañ c’hoaz pell diouto. O veza baleet eun devez penn-da-benn, e kavas goudor, ha boued ivez, e ti an aotrou a damall anezañ da veza laeret ar plad aour diwar e goust.

« Mar d-emañ ar plad em sac’h, » emezañ, « n’eo ket ganin eo bet lakaet ennañ »

« A zo aes da lavarout, » eme ar varnerien, Gant piou eta eo bet lakaet ennañ ? »

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h. Met, mar karit va selaou, e livirin, dres ha dres, kement a zo c’hoarvezet. Debret va c’hoan ganin, en neizour, ez is d’ar gambr en devoa bet an aotrou ar vadelez da rei d’in. Eur pennad da c’houde, e klevis an nor o tigeri, hag e verc’h a zeuas d’am c’havout. »

« Dilez da vanati, » emezi, « ha dimez ganin. »

« Ne c’hellan ket, » a respontis d’ezi.