Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
KONCHENNOU

« Hañ ! n’em boa ket lavaret d’it e vijes d’in beo pe varo ? Me eo ar verc’h he flad aour hag he zamm kig aet da besk. D’in a oas ! d’in e vezi ! D’an ifern e teui ganin ! hag eno e vezimp e-pad an holl amzer ! »

Pokat a ra c’hoaz d’ezañ hag e ya kuit. Sempla a ra ar manac’h.

« Daonet oun ! daonet oun ! » emezañ.

Hag heñ neuze mont da gavout an tad manac’h ha displega d’ezañ ar pez a zo digouezet gantañ. Setu ma lavar an tad :

« Ya ! daonet out da viken ! Ne vezo baradoz ebet evidout morse ! »

« Daonet oun ! » a skrij ar manac’h.

« Ya ! daonet out ! nemet ober a rafes kement-mañ : Kemerout a ri eur c’hlochedad nadoziou da wriat dantelez flour. Goude-ze ez i d’an aod, hag eno e kavi eur vag. Mont a ri enni, ha yao war ar mor. Bep tri droatad ha tregont a ri (en enor da oad Hor Salver benniget), e taoli eun nadoz en dour. Hag e stlapi anezo e-giz-se, an eil war-lerc’h eben, betek an diweza. Ma n’out ket evit ho dastum holl da c’houde, hag ho digas d’in amañ, out sur da veza daonet. »

« Neuze avat oun daonet ! »

Mont a eure memes tra d’an aod. Kavout a reas eur vatimant, hag heñ enni. Teurel a reas e nadoziou e-giz ma oa lavaret d’ezañ ober. Neuze avat e voe nec’het. Dastum an nadoziou, ne dalveze ket ar boan klask hen ober. Hag heñ lakaat ar stur war-du an douar. Tapet douar gantañ, e vale betek an noz. Neuze edo e-tal eur c’hoad bras. Gwelout a eure goulou e-kreiz etre ar gwez, hag heñ war-du ennañ. Daouzek plac’h yaouank a gavas en eun ti, o tomma e-kichen eun tantad-tan. Hag heñ goulenn eun tamm bara diganto, en an’ Doue. Hag e voe aozet koan d’ezañ.

E-keit ha ma tebre, e kontas e zoare d’ar merc’hed hag ar binijenn en devoa da ober.

« Doue ra vezo ganez ! » emezo. « Eur binijenn galet eo da hini avat ! »

« Ya ! siouaz ! ha biken ne zeuin a-benn anezi… Daoust hag anavezout a rit unan-bennak hag a zisammfe ac’hanoun eus va fec’hedou ? »

« N’ouzon dare hag aes eo ! » eme unan eus ar plac’hed… « Bemdez e teu eur beleg da lavarout an oferenn d’eomp amañ, eun tammig a-raok kreisteiz. Ma ne c’hell ket ar beleg-se kelenn ac’hanout, gwaz a ze evidout ! »