Ar manac’h kaez a oa skuiz hag a gouskas c’houek, na petra ’ta ? ker mat, zoken, ma ne zihunas ket antronoz a-benn an oferenn. Ankeniet e oa o c’houzout na welje ket ar beleg an deiz-se, rak, pa veze lavaret e oferenn gantañ e yae kuit. Ha neuze, gant aon da chom kousket en deiz war-lerc’h adarre, e kemeras eun oged, hag e c’hourvezas warni. Kousket a eure memes tra ker mat, ma oa graet ouspenn an hanter eus e dro gant an heol pa zihunas. Ma oa bet enkrezet en derc’hent, ar wech-mañ e voe gwasoc’h c’hoaz. Daou zevez en devoa kollet, hag ar merc’hed a lavare d’ezañ :
« Ma ne welez ket ar beleg warc’hoaz, ez eus eun den kollet ac’hanout ! »
Kemerout a reas spern begou lemm neuze ha, noaz-pilh, e kouskas warno ! Ar wech-mañ e tivorfilas abret a-walc’h justadik : edo ar beleg gant an Ite, missa est.
Hag ar manac’h d’e gavout ha da zisplega e dro d’ezañ.
« Warc’hoaz, » eme ar beleg, eur sant anezañ, « kae d’ar ru-mañ-ru ; eno e kavi eur varc’hadourez pesked. Ar pesk kenta a weli ganti, kemer anezañ. Pemp gwenneg a c’houlenno diganez evitañ. Dal amañ ar pemp gwenneg a roi d’ezi. E kof ar pesk-se emañ an nadoziou taolet ganez er mor.»
Hag ar manac’h da vont, kemerout ar pesk ha rei e bemp gwenneg evitañ. Ennañ e kav e nadoziou : ne vanke nikun.
Hag heñ, herra ma c’hell d’e vanati.
Souezet e voe an tad manac’h ouz e welout ker laouen hag an heol.
« Digouezet out ? » emezañ. « Ha da binijenn ? »
« A zo graet. Setu amañ an nadoziou. Hag e lavar kement a zo bet c’hoarvezet gantañ. »
« Va fec’hed a zo gwasoc’h eget da hini ! » eme an tad. « Mont a ran da glask an absolvenn anezañ. E keit-se, te a vezo mestr amañ. »
Da gavout ar Pab e yeas an tad manac’h. P’en devoe klevet, e komzas an tad Santel evel-hen :
« Evit kaout ar pardon, grit hoc’h-unañ ar pez ho poa lavaret d’ho manac’h ober. Hennez a zo eur sant a zen. It, ha na bec’hit mui ! »
An tad manac’h a yeas. N’eo ket bet gwelet abaoe avat, hag e vanac’h a zo chomet da vestr en abati.
Ar Bobl,
here 1905.