« Eus kêr ar Yeoded. »
« Roit an aluzen d’in, en an’ Doue. Arc’hant hoc’h eus hep mar, peogwir emaoc’h o tont eus kêr ar Yeoded. »
« Daou baour-all am eus kavet war va hent, ha bep a ugent real o deus bet diganin. Dalit amañ ugent real d’eoc’h ivez. »
« Bennoz Doue d’eoc’h, Yann an alc’houezer. Petra ho pezo diganin-me ? Ar pez a ray vad d’eoc’h. »
« Feiz ! » eme Yann, « pa edon er gêr du-mañ, ne c’hellen kaout aval ebet eus ar wezenn a zo a-dreñv va zi. Bremañ peogwir emaoun o vont d’ar gêr, e c’houlennan ma vezo paket, er faout a rin er wezenn, kement hini a glasko laerez ac’hanoun. »
« Mat tre, » eme ar paour.
« Ma ! » eme Yann outañ e-unan, « fentus a-walc’h eo memes tra e vefen-me anavezet ker mat gant an holl, ha n’oun ket evit anaout nikun anezo. »
Ha dao gant an hent c’hoaz. Digouezout a ra dizale gant ar pont e-lec’h ma oa bet asoupet pevar bloaz kentoc’h, soñj hoc’h eus. Unan a zo eno en e sav. Piou eo, a gav d’eoc’h ?… an Diaoul !
« Piou out ? » eme Yann d’ezañ.
« Kripi goz. »
« Ha petra ’c’hortozez aze ? »
« Te da-unan ! »
« Me ? »
« Ya ! Ankounac’haet ac’h eus eta ? Me a zo o vont da zigas soñj d’it, en eur wea da c’houzoug d’it, evel m’az poa lavaret d’in ober, pa oas kouezet amañ en eur vont da gêr ar Yeoded. »
« E feiz, gwir eo. »
« Rak-se oun deuet da vrevi da c’houzoug ouzit ! »
« A gav d’it e ri ? »
« A rin ! »
« Gra ’ta da welout ! »
Hag an diaoul da vont war-du Yann.
« Em sac’h ! paotr e gerniel ! » eme Yann d’ezañ.
Hag er sac’h e rankas Paol mont, kaer en devoe. Yann a oa mestr d’ober an dra-ze d’ezañ, hervez komz unan eus ar beorien digouezet gantañ.