Eun denjentil diwar ar maez en devoa eur mab… Mestr ar Burzudou a zeuas d’e vaner, eun abardaevez, da c’houlenn lojeiz evitañ e-unan, hag evit e zaouzek breur a oa gantañ. A galon vat e voe roet koan d’ezañ, ha lojeiz ivez. P’o devoe debret mat, Mestr ar Burzudou a lavaras d’e vreudeur sevel hag ober troiou. Ha troiou a rejont avat, ken a chomas alvaonet an denjentil a sellout outo. Biskoaz n’en devoa gwelet kement-all.
« Ma oufe va mab c’hoari ar seurt traou-se, » emezañ « na me a vefe laouen va c’halon ! »
« Roit anezañ d’in, » eme ar Mestr ; « va filhor e vezo, hag a-benn bloaz amañ, e vezo ker gouest hag ar re-mañ. »
« Mont a ray, mar karit, gant ma tigasot anezañ en-dro a-benn eun deiz hag eur bloaz ac’halen. »
« A vezo graet. »
Kousket c’houek a rejont holl, hag antronoz, mab an denjentil a heulias anezo ha chom a eure eur bloaz ganto. Neuze e teujont d’ar maner. Goude koant e c’hoarijont adarre, hag ar filhor a c’hoarie tost kerkoulz hag int.
« N’eo ket ker gouest ha va breudeur c’hoaz. » eme ar Mestr. « Lezit anezañ eur bloavez-all ganin c’hoaz ha, m’hen tou d’eoc’h, gouestoc’h egeto e vezo. »
« Lezel a rin anezañ, gant ma tigasot anezañ a-benn bloaz. »