« N’eus ket. Tañva hepken en deus graet. »
« Ha pelec’h ac’h eus stlapet ar pez a chome ? »
« Er ster aze. »
« Mat. Ar paotr a zo aet da silienn neuze. Tapet e vezo memes tra !… Pare oc’h ? » emezañ d’e vreudeur.
Hag ar re-mañ a yeas da zaouzek ki-dour, hag int da redek war-lerc’h ar silienn. Edont o vont d’he faka hag hi neuze da labous, ha sevel en aer, buana ma c’hellas.
An daouzek a yeas da sparfilli, ar Mestr da skoul, ha dao war-lerc’h al labousig, eun alc’houeder anezañ.
« Echu eo ganin ! » a hirvoud hemañ. « Tapet e vezin, siouaz ! »
Hag e welas, a-iz d’ezañ, eur vaouez o nizat ed-du. Hag heñ mont da c’hreunen.
An daouzek a ziskennas ivez.
« Emañ d’eomp, » eme ar Mestr, « Me a vezo eur c’hog, ha c’houi daouzek yar. Ha debromp avat hag e lonkimp anezañ. »
Ar vaouez a voe spontet o welout eun dousen yer war he ed en eun taol-kont, hag a dec’has kuit.
Krena a rae ar paour-kaez mab ; debret ne voe ket, rak kuzat a c’hellas dindan eur maen.
Aet e oa kement greunenn ganto, a soñje an daouzek hag ar Mestr a oa reut o c’hof, ken reut ma ne c’hellent finval ken.
« Kouskomp eur c’hrapad, » eme ar Mestr. « E unan-bennak ac’hanomp emañ ha tec’hout ne ray na dre ar penn-mañ na dre ar penn-all. »
Hag int ha kregi da roc’hal.
E-keit-se, ar mab a sav, a ya da louarn hag a we o gouzoug d’ezo.
Neuze ez a war eeun da di ar Mestr, e timez gant merc’h hemañ hag e tistro ganti da gavout e dad, hag eürus an eürusa e voent.
Ar Bobl,
here, du 1905.