Pell-pell ’zo abaoe an dra-mañ, hag e oa daou bried : Jakez ha Paia. Eur bloaz warnugent a oa e oant dimezet, ha n’o devoa bet bugel ebet.
Eur wech, abardaez anezi, Jakez a oa o tont d’ar gêr. Pa voe e-kichen moger bered ar barrez, setu eun den aet war an oad o tont d’e gavout.
« Perak eo teñval da benn, Jakez ? » emezañ.
« Soñjal a ran na badin ket gwall-bell ken, ha n’em eus na paotr na merc’h da bokat d’in. »
« N’eo ket lavaret e chomi atao dishêr, hep kaout bugel ebet. »
« Eo, kredabl. Paia a zo koz dija. »
« Doue a zo bras e c’halloud, Jakez. »
« Gwir eo. Bennoz d’ezañ, ma ro eur bugel d’in. »
« A-benn nao miz ac’han az pezo eur mab. Kred ac’hanoun. »
Jakez, laouen e galon a redas etrezek ar gêr. Hag heñ ha displega da Baia komzou an den koz.
« Goap en deus graet ouzit, Jakez. »
« Gwelet a vezo. »
A-barz c’houec’h miz goude, Jakez e welas e roje Paia eur bugel d’ezañ. Ha fouge a oa ennañ, e c’hellit kredi. Hag heñ ha kregi raktal da lakaat urz war-dro e verouri da zigemerout e bennhêr.