Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/155

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
al labous aour

dibikouza a ra e zaoulagad gwella ma c’hell. Ha kerkent, setu eun trouz bras a-us d’ar wezenn. Aon a grog e Ac’h. Sevel a ra e benn, koulskoude, hag e wel eur mell pez labous a zo e zaoulagad ker bras hag al loar pa vez ar c’hann, ha lugerni a reont evel an heol da greizteiz. Plaoufa a ra war an avalou hag e kas poent enn tokad mat gantañ. Stigna a ra Ac’h e wareg hag e tenn ganti. Tiza al labous avat ne ra ket.

Diouz ar mintin antronoz, e teu ar roue da gavout Ac’h.

« Tapet eo al laer ganez ? » emezañ.

« N’eo ket. Gwelet em eus anezañ ha tennet warnañ, ha va bir, kredabl, a zo aet e-biou. »

« Va rouantelez ne vezo ket d’it. »

Deuet an noz, Bad a ya d’al liorz. Evel e vreur, e kas bara ha sistr gantañ. Ar vaouez koz a zeu d’e gavout :

« An aluzen, en an’ Doue, » emezi.

« N’eus ket re ganin evidoun. »

« Evel a gari, paotrig kaez. »

Hag e c’hoarvez gantañ evel gant e vreur Ac’h. A-barz ma ’z eo savet an heol antronoz, emañ ar roue e dad en e gichen.

« Paket eo al laer ? »

« Gwelout anezañ am eus graet ha tennet warnañ. »

« Ha skei e-biou ? »

« Allas ! »

« Ne vezi ket roue war va lerc’h. »

Ha setu tro Dell. Ober a ra evel e vreudeur : bara ha sistr a gas gantañ. Hag an hini goz d’ezañ :

« An aluzen, en an’ Doue ! »

Ranna a ra Dell e vara hag e sistr ganti.

« Chañs vat d’it, paotrig, » emezi.

Hag hen d’an atil. Da hanternoz, setu trouz a-us d’ar wezenn, hag al labous o tont. Skedusoc’h eget an heol eo e zaoulagad, ha brasoc’h int eget al loar. Pa blav war an avalou e tenn Dell warnañ. N’eo ket lazet koulskoude, met pleuñv avat a gouez dioutañ. Dell a zastum anezo hag a ya d’ar gêr. Ouz ar goulou e wel e lufront e-giz aour flamm, ha koantoc’h egeto ne gavfed ket.

Abret mat e teu ar Roue.

« Hag al laer ? »

« N’eo ket lazet. Gloazet avat eo bet. Setu amañ pleuñv anezañ. Aval ebet n’ez eus aet gantañ. »