Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
konchennou

e-pad pell ken. Mont a ran da gerc’hat al louzou. Ne dalv ket d’it klask kompren petra eo, rak ne livirin grik. »

« Te a zo oc’h ober goap. Parea Nora hag hi ganet dall ? »

« Gwelout a ri. »

Hag heñ da glask eun draen war bod-spern bez e vamm. Toulla a ra ar gor, ha Nora a lavar : « Me ’wel sklaer. »

Laouen eo ar vamm, na petra ’ta ? Hag e stard he fried war he c’halon…


Ar vrud a yeas buan en devoa kavet Kuñv teñzoriou, hag en devoa kement a gare. Me savas avi outañ e-touez an dud, hag ar re-mañ raktal a lavaras laza anezañ. Dre chañs evit Kuñv, e vreur-kaer a glevas kement-se hag her c’hontas d’ezañ.

« Lez-int ! » eme Guñv.

Ha Kuñv ha c’houeza en e c’houitell, hag e klevas e pleg e skouarn :

« Kae er-maez, kemer eus ar geot a zo ouz troad ar voger en da liorz. Debr anezo, ha ro ivez d’az pried ha d’az merc’h, hag e savo nerz ennoc’h ho-tri. Ker bras nerz ho pezo ha nerz kement a zen hag a vlevenn a zo war ho pennou. Gant an horz a zo en da di, e c’helli laza kement den a zo er barrez. »

Antronoz-vintin, gwazed ha merc’hed ar geriadenn a oa e-tal ti Kuñv, cholori ha jabadao ganto.

« Deus er-maez, Kuñv, pe e lakaimp an tan en da lochenn, hag e vezo rostet da benn-adreñv d’it ! »

Kuñv a yeas betek an treuzou.

« It alese, » emezañ. « N’em eus graet droug ebet d’eoc’h na gaou ouzoc’h morse. Perak eta hoc’h eus kas ouzin ? »

« Ar maro d’it ! D’ar groug ! mevel an teuzed ! »

« Mat, » eme Guñv. « It alese, eur wech c’hoaz, pe e savo keuz diwezat ganeoc’h ! »

An dud a dostaas muioc’h-mui ouz e di. Heñ a dapas e horz neuze, e wreg eun troad-balaenn, e verc’h ar vaz-ribot, ha dao war an dud. Ha me a lavar d’eoc’h e teuas tomm d’o ler, ha mac’hagnet a-zevri e voent holl.

Diwar an deiz-se e rojont peoc’h da Guñv.


Met, siouaz d’ezañ ! perak en devoa eur wreg ? pe gentoc’h, perak he devoa e wreg eun teod eun tammig re-hir ? Houmañ